聖經新譯本

Breton: Gospels

John

11

1拉撒路死了有一個患病的人,名叫拉撒路,住在伯大尼,就是馬利亞和她姊姊馬大的村莊。
1Bez' e oa ur c'hlañvour, anvet Lazar, eus Betania, kêriadenn Mari ha Marta he c'hoar.
2這馬利亞就是後來用香膏抹主,並且用頭髮把主的腳擦乾的那人;患病的拉撒路是她的兄弟。
2Mari a oa an hini a eoulias an Aotrou a c'hwez-vat, hag a dorchas e dreid gant he blev; ha Lazar, he breur, a oa klañv.
3姊妹二人派人到耶穌那裡去,說:“主啊,你所愛的人病了。”
3Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout da Jezuz: Aotrou, an hini a garez a zo klañv.
4耶穌聽見,就說:“這病不至於死,而是為了 神的榮耀,使 神的兒子因此得到榮耀。”
4Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Ar c'hleñved-se n'eo ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma vo roet gloar da Vab Doue a gement-se.
5耶穌向來愛馬大和她的妹妹馬利亞,以及拉撒路。
5Jezuz a gare Marta, hag he c'hoar, ha Lazar.
6他聽說拉撒路病了,仍然在原來的地方住了兩天,
6Koulskoude, p'en devoa klevet penaos e oa klañv, e chomas daou zevezh c'hoazh el lec'h ma oa.
7然後對門徒說:“我們再到猶太去吧。”
7Neuze e lavaras d'e ziskibien: Distroomp e Judea.
8門徒對他說:“拉比,近來猶太人要拿石頭打你,你還到那裡去嗎?”
8An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske, n'eus ket pell, da veinata, hag e tistroez a-nevez di!
9耶穌說:“白晝不是有十二小時嗎?人若在白晝行走,就不會跌倒,因為他看見這世上的光;
9Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar bale unan bennak e-pad an deiz, ne gouezh ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ.
10人若在夜間行走,就會跌倒,因為他沒有光。”
10Met mar bale unan bennak e-pad an noz, e kouezh, abalamour n'eus ket a sklêrijenn ennañ.
11耶穌說完了這些話,跟著又對他們說:“我們的朋友拉撒路睡了,我要去喚醒他。”
11Komz a reas evel-se, ha goude e lavaras dezho: Lazar, hor mignon, a gousk; met me a ya d'e zihuniñ.
12門徒說:“主啊,如果他睡了,就會好過來的。”
12E ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, mar kousk, e vo yac'haet.
13其實耶穌是指著拉撒路的死說的,門徒卻以為他是指正常的睡眠說的。
13Met Jezuz en devoa komzet eus marv Lazar; hag int a grede e komze eus diskuizh ar c'housked.
14於是,耶穌公開地告訴他們:“拉撒路死了。
14Neuze Jezuz a lavaras dezho freals: Lazar a zo marv.
15我為你們歡喜,因為我不在那裡,是要使你們相信。現在我們到他那裡去吧。”
15Hag ez eus joa ganin abalamour deoc'h, dre ne oan ket eno evit ma kredot; met deomp d'e gavout.
16那稱為“雙生子”的多馬,對其他的門徒說:“我們也去跟他一同死吧!”
16Tomaz, galvet Didim, a lavaras d'an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gant Jezuz.
17耶穌是復活是生命耶穌到了,知道拉撒路在墳墓裡已經四天了。
17Jezuz, o vezañ erruet, a gavas Lazar er bez abaoe dija pevar devezh.
18伯大尼靠近耶路撒冷,相距約有三公里。
18Betania a oa war-dro pemzek stadenn eus Jeruzalem,
19有許多猶太人來到馬大和馬利亞那裡,為了拉撒路的死來安慰她們。
19ha kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da-gichen Marta ha Mari, evit o frealziñ diwar-benn o breur.
20馬大聽見耶穌來了,就去迎接他,馬利亞卻仍然坐在家裡。
20Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhañ; met Mari a chomas azezet er gêr.
21馬大對耶穌說:“主啊,如果你早在這裡,我的兄弟就不會死了!
21Ha Marta a lavaras da Jezuz: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet.
22就是現在,我也知道無論你向 神求甚麼, 神必賜給你。”
22Met anavezout a ran penaos bremañ memes, holl gement a c'houlenni digant Doue, Doue en roio dit.
23耶穌對她說:“你的兄弟必會復活。”
23Jezuz a lavaras dezhi: Da vreur a adsavo a varv.
24馬大說:“我知道在末日復活的時候,他必會復活。”
24Marta a respontas dezhañ: Gouzout a ran ec'h adsavo da vev da adsavidigezh an deiz diwezhañ.
25耶穌說:“我就是復活和生命;信我的人,雖然死了,也要活著。
25Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez; an hini a gred ennon a vevo, memes ha pa vefe marv.
26所有活著又信我的人,必定永遠不死,你信這話嗎?”
26Ha piv bennak a vev hag a gred ennon, ne varvo biken. Ha krediñ a rez kement-se?
27她說:“主啊,我信;我已經信了,你是基督,是 神的兒子,是那要到世上來的。”
27Hi a lavaras dezhañ: Ya, Aotrou, me a gred out ar C'hrist, Mab Doue, an hini a zlee dont er bed.
28耶穌使拉撒路復活馬大說了這些話,就回去暗暗地叫她妹妹馬利亞,說:“老師來了,他叫你。”
28P'he devoe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari, he c'hoar, e-kuzh, hag e lavaras dezhi: Ar Mestr a zo amañ, hag e c'halv ac'hanout.
29馬利亞一聽見,就急忙起來,到耶穌那裡去。
29Houmañ, o vezañ klevet anezhi, a savas buan, hag a zeuas d'e gavout.
30那時,耶穌還沒有進入村子,仍然在馬大迎接他的地方。
30Jezuz ne oa ket c'hoazh aet er bourc'h, bez' e oa el lec'h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ.
31那些在房子和馬利亞在一起安慰她的猶太人,見她匆忙地起來出去,就跟著她,以為她要到墳墓那裡去哭。
31Yuzevien a oa gant Mari en ti, ouzh he frealziñ; pa weljont e oa savet ken buan, hag e oa aet er-maez, e heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d'ar bez.
32馬利亞來到耶穌那裡,一看見他,就俯伏在他腳前,說:“主啊,如果你早在這裡,我的兄弟就不會死了!”
32Pa voe deuet Mari el lec'h ma oa Jezuz, ha pa welas anezhañ, en em daolas d'e dreid, hag e lavaras dezhañ: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet.
33耶穌看見她在哭,和她一同來的猶太人也在哭,就心裡激動,難過起來,
33Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, ha penaos e ouele ivez ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet;
34說:“你們把他安放在哪裡?”他們說:“主啊,請來看。”
34neuze e lavaras: Pelec'h hoc'h eus e lakaet? Int a lavaras dezhañ: Aotrou, deus ha gwel.
35耶穌哭了。
35Jezuz en em lakaas da ouelañ.
36於是猶太人說:“你看,他多麼愛這個人!”
36War gement-se ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ.
37他們中間有人說:“他既然開了瞎子的眼睛,難道不能使這個人不死嗎?”
37Met hiniennoù anezho a lavaras: Eñ, an hini en deus digoret daoulagad an dall, ha ne c'hellje ket ober ivez na varvje ket hemañ?
38耶穌又再心裡激動,來到墳墓前面。那墳墓是一個洞穴,洞口有塊石頭堵住。
38Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d'ar bez: ur c'hev e oa, hag ur maen a oa lakaet warnañ.
39耶穌說:“把這塊石頭挪開!”死者的姊姊馬大對他說:“主啊,已經四天了,他必定臭了。”
39Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: Aotrou, c'hwez fall a zo dija gantañ, rak aze emañ abaoe pevar deiz zo.
40耶穌說:“我不是對你說過‘如果你信,就必定看見 神的榮耀’嗎?”
40Jezuz a lavaras dezhi: Ne'm eus ket lavaret dit penaos, mar kredez, e weli gloar Doue?
41於是他們把石頭挪開。耶穌舉目向天,說:“父啊,我感謝你,因為你垂聽了我,
41Lemel a rejont eta ar maen [eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv]. Ha Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaat a ran eus ma ec'h eus va selaouet.
42我知道你常常聽我,但我說這話,是為了周圍站著的群眾,叫他們信是你差了我來。”
42Gouzout a raen e selaouez ac'hanon atav, met e lavaret em eus abalamour d'ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredo ec'h eus va degaset.
43說了這話,就大聲呼喊:“拉撒路,出來!”
43P'en devoe lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez!
44那死了的人就出來,他的手腳都纏著布,臉上裹著巾。耶穌說:“解開他,讓他走!”
44Hag an hini marv a zeuas er-maez, e zaouarn hag e dreid ereet gant bandennoù, hag e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ, ha lezit eñ da vont.
45祭司長等想殺害耶穌有許多到馬利亞那裡去的猶太人,看見了耶穌所作的事,就信了他。
45Kalz eta a-douez ar Yuzevien a oa deuet da welout Mari, hag o devoa gwelet ar pezh en devoa Jezuz graet, a gredas ennañ.
46但他們中間有些人到法利賽人那裡去,把耶穌所作的事都告訴他們。
46Met hiniennoù anezho a yeas da gavout ar farizianed, hag a lavaras dezho ar pezh en devoa Jezuz graet.
47於是祭司長和法利賽人召開公議會,說:“這個人行了許多神蹟,我們怎麼辦呢?
47Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin, hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù.
48我們若讓他這樣,所有的人都會信他,羅馬人就會來,奪取我們的聖地,除滅我們的民族。”
48Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio, hag a zistrujo al lec'h-mañ hag hor pobl.
49他們當中有一位該亞法,是那年作大祭司的,對他們說:“你們甚麼都不知道,
49Met Kaifaz, unan anezho, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra;
50也不去想想,一個人代替人民死,免得整個民族滅亡,這對你們是有益的。”
50ha ne soñjit ket eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl, eget na vefe kollet holl dud ar vro?
51他說這話不是由於自己,而是因為他是那年的大祭司,所以預言耶穌要替猶太民族死;
51Hogen ne lavare ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar bobl;
52不但替猶太民族死,也要把散居各地的 神的兒女招聚成為一體。
52ha n'eo ket hepken evit ar bobl, met ivez evit dastum en ur c'horf hepken bugale Doue a zo a-stlabez.
53從那天起,他們就想殺害耶穌。
53Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv.
54因此,耶穌不再在猶太人中間公開活動,卻離開那裡,到曠野附近的地方去;到了一座名叫以法蓮的城,就和門徒住在那裡。
54Dre-se Jezuz n'en em ziskoueze ket en un doare frank e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac'hane en ur vro tost d'al lec'h distro, d'ur gêr galvet Efraim; hag e chomas eno gant e ziskibien.
55猶太人的逾越節快到了,有許多人在過節前從各鄉上耶路撒冷去,要在那裡潔淨自己。
55Pask ar Yuzevien a oa tost, ha kalz a dud eus ar vro a bigne da Jeruzalem a-raok ar Pask, evit en em c'hlanaat.
56他們到處找尋耶穌,站在聖殿裡的時候,彼此說:“你們認為怎樣?他不會來過節吧?”
56Klask a raent eta Jezuz, hag, oc'h en em zerc'hel en templ, e lavarent an eil d'egile: Petra a soñjit? Ne zeuio ket d'ar gouel?
57祭司長和法利賽人早已下了命令:如果有人知道耶穌在哪裡,就要前來報告,好去逮捕他。
57Met ar veleien vras hag ar farizianed o devoa roet urzh, penaos ma ouije unan bennak pelec'h e oa, ra en diskuilhje, evit ma krogjed ennañ.