1治好癱子(太9:1~8;路5:18~26)過了些日子,耶穌再回到迦百農。一聽說他在屋子裡,
1Un devezh bennak goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum, hag e voe klevet e oa en ti.
2許多人就都來聚集,甚至連門前都沒有地方了,耶穌就對他們講道。
2Ha kerkent kement a dud en em zastumas eno, en hevelep doare ma ne oa ket a lec'h a-walc'h dirak an nor evit o derc'hel; eñ a brezege dezho ger Doue.
3那時有人把一個癱子帶到耶穌那裡,是由四個人抬來的。
3Neuze e teuas d'e gavout tud o tegas dezhañ un den seizet, douget gant pevar den.
4因為人擠,不能帶到他面前,就對著耶穌所在的地方,拆去房頂;拆通了,就把癱子連人帶褥子縋了下去。
4Met evel na c'hellent ket tostaat ouzh an nor abalamour d'an dud niverus, e tistojont an ti ma oa ennañ; hag o vezañ e doullet, e tiskennjont ar gwele war ma oa gourvezet an den seizet warnañ.
5耶穌看見他們的信心,就對癱子說:“孩子,你的罪赦了。”
5Neuze Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
6當時有幾個經學家也坐在那裡,心裡議論說:
6Ur re eus ar skribed a oa azezet eno, a soñje en o c'halonoù:
7“這個人為甚麼這樣說話?他說僭妄的話了。除了 神一位以外,誰能赦罪呢?”
7Perak e lavar hemañ gwallgomzoù? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù nemet Doue hepken?
8耶穌心裡立刻知道他們這樣議論,就對他們說:“你們心裡為甚麼議論這事?
8Jezuz, o vezañ anavezet raktal dre e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc'h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù?
9對癱子說‘你的罪赦了’,或說‘起來,拿著你的褥子走’,哪一樣容易呢?
9Petra eo an aesoc'h, lavarout d'an den seizet- mañ: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele, ha bale?
10然而為了要你們知道人子在地上有赦罪的權柄,(他就對癱子說:)
10Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-:
11我吩咐你,起來,拿起你的褥子,回家去吧。”
11Me a lavar dit, sav, kemer da wele, ha kae da'z ti.
12那人就起來,立刻拿著褥子,當眾出去了。眾人都非常驚奇,頌讚 神,說:“我們從來沒有見過這樣的事。”
12Ha kerkent e savas, hag o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez, dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet, ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all.
13呼召利未(太9:9~13;路5:27~32)耶穌又出去,到了加利利海邊;眾人都到他面前來,他就教導他們。
13Neuze Jezuz a zistroas war-zu ar mor; an holl bobl a zeue d'e gavout, hag eñ o c'helenne.
14他往前走的時候,看見亞勒腓的兒子利未坐在稅關那裡,就對他說:“來跟從我!”他就起來跟從了耶穌。
14En ur dremen, e welas Levi, mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
15後來耶穌在利未家裡吃飯,有很多稅吏和罪人也來與他和門徒一起吃飯;因為這樣的人很多,並且他們已經跟隨了耶穌。
15Jezuz o vezañ ouzh taol e ti an den-mañ, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien; rak kalz anezho o devoa heuliet anezhañ.
16法利賽派的經學家,看見耶穌與罪人和稅吏一起吃飯,就對耶穌的門徒說:“他跟稅吏和罪人一起吃飯嗎?”
16Ar skribed hag ar farizianed, o welout penaos e tebre gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr hag ec'h ev-eñ gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
17耶穌聽見了,就對他們說:“健康的人不需要醫生,有病的人才需要;我來不是要召義人,而是要召罪人。”
17Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv; n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.
18新舊的比喻(太9:14~17;路5:33~38)約翰的門徒和法利賽人正在禁食,有人來問耶穌說:“為甚麼約翰的門徒和法利賽人的門徒常常禁食,你的門徒卻不禁食呢?”
18Diskibien Yann ha re ar farizianed a yune alies, hag e teujont hag e lavarjont dezhañ: A-belec'h e teu, ma yun diskibien Yann ha re ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
19耶穌回答:“新郎跟賓客在一起的時候,賓客怎能禁食呢?只要新郎還在,就不能禁食。
19Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont yunañ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? E-pad an holl amzer ma emañ ar pried ganto, ne c'hellont ket yunañ.
20但日子到了,新郎要被取去,離開他們,那一天他們就要禁食了。
20Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint, en deizioù-se.
21沒有人會把一塊新布縫在舊衣服上,如果這樣,新的布就會把舊衣服扯破,裂開的地方就更大了。
21Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh, hag ar rog a vefe brasoc'h.
22也沒有人會把新酒裝在舊皮袋裡,如果這樣,酒就會把皮袋脹破,酒和皮袋都損壞了;新酒總該裝在新皮袋裡。”
22Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh; rak ar gwin [nevez] a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez.
23安息日的主(太12:1~8;路6:1~5)有一次,在安息日,耶穌從麥田經過,他的門徒一面走路,一面摘麥穗。
23C'hoarvezout a reas, evel ma tremene Jezuz dre barkeier ed un deiz sabad, penaos e ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù.
24法利賽人對耶穌說:“你看,他們為甚麼作安息日不可作的事?”
24Ar farizianed a lavaras dezhañ: Sell, perak e reont ar pezh n'eo ket aotreet ober deizioù ar sabad?
25耶穌對他們說:“大衛和跟他一起的人在飢餓缺食的時候所作的,你們沒有念過嗎?
25Eñ a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David, p'en devoa ezhomm, ha p'en devoa naon, eñ hag ar re a oa gantañ?
26他不是在亞比亞他作大祭司的時候,進了 神的殿,吃了除祭司以外誰都不可以吃的陳設餅,而且還給跟他在一起的人吃嗎?”
26Penaos ez eas e ti Doue, e amzer Abiazar, beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, evit ne oa nemet ar veleien a dlee o debriñ, hag e roas lod ivez d'ar re a oa gantañ?
27耶穌又告訴他們:“安息日是為人設立的,人並不是為安息日設立的。
27Neuze e lavaras dezho: Ar sabad a zo bet graet evit an den, neket an den evit ar sabad.
28這樣,人子也是安息日的主。”
28Dre-se Mab an den a zo mestr memes war ar sabad.