1求耶穌顯神蹟(可8:11~13)法利賽人和撒都該人前來試探耶穌,求他顯個從天上來的神蹟給他們看。
1Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas ouzh Jezuz, hag, evit e demptañ, a c'houlennjont outañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.
2耶穌回答:“黃昏的時候,你們說:‘天色通紅,明天一定是晴天。’
2Jezuz a respontas dezho: Diouzh an abardaez, e lavarit: Brav e vo an amzer rak an oabl a zo ruz;
3早上的時候,你們說:‘天色又紅又暗,今天一定有風雨。’你們知道分辨天色,卻不能分辨時代的徵兆嗎?
3ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!
4邪惡和淫亂的世代要尋求神蹟,除了約拿的神蹟之外,不會有甚麼神蹟給它了。”耶穌就離開他們走了。
4Ar rummad fall hag avoultr-mañ a c'houlenn ur mirakl, ha ne vo roet dezhañ nemet hini Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.
5提防法利賽人等的教訓(可8:14~21)門徒到了對岸,忘記了帶餅。
5An diskibien, o tremen en tu all, o devoa ankounac'haet kemer bara ganto.
6耶穌對他們說:“你們要小心,提防法利賽人和撒都該人的酵。”
6Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz.
7他們就彼此議論說:“這是因為我們沒有帶餅吧。”
7An diskibien a soñje enno o-unan hag a lavare: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.
8耶穌知道了,就說:“小信的人,為甚麼議論沒有餅這件事呢?
8Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se etrezoc'h, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n'hoc'h eus ket kemeret a vara ganeoc'h?
9你們還不明白嗎?你們是不是忘記了那五個餅分給五千人,又裝滿了多少個籃子呢?
9Bez' oc'h c'hoazh hep skiant, ha n'hoc'h eus ket soñj eus ar pemp bara hag ar pemp mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h,
10還是忘記了那七個餅分給四千人,又裝滿了多少個大籃子呢?
10nag eus ar seizh bara hag ar pevar mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h?
11我對你們講的不是餅的事,你們為甚麼不明白?你們要提防法利賽人和撒都該人的酵。”
11Penaos eta ne gomprenit ket n'eo ket eus bara em eus komzet, pa em eus lavaret deoc'h: En em virit eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz?
12這時他們才領會耶穌說的不是要提防餅酵,而是要提防法利賽人和撒都該人的教訓。
12Neuze e komprenjont penaos n'en devoa ket lavaret: En em virit eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.
13彼得承認耶穌是基督(可8:27~29;路9:18~20)耶穌來到該撒利亞.腓立比的地區,就問自己的門徒:“人說人子是誰?”
13Jezuz, o vezañ deuet e douar Kezarea-Filip, a c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on, me, Mab an den?
14他們回答:“有人說是施洗的約翰,有人說是以利亞,也有人說是耶利米,或是先知裡的一位。”
14Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded.
15他問他們:“你們說我是誰?”
15Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me?
16西門.彼得回答:“你是基督,是永生 神的兒子。”
16Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.
17耶穌對他說:“約拿的兒子西門,你是有福的,因為這不是人(“人”原文作“肉和血”)指示你的,而是我在天上的父啟示你的。
17Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon, mab Jona, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.
18我告訴你,你是彼得,我要在這磐石上建立我的教會,死亡的權勢(“死亡的權勢”原文作“陰間的門”)不能勝過他。
18Ha me a lavar dit: Te a zo Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi.
19我要把天國的鑰匙給你,你在地上捆綁的,在天上也被捆綁;你在地上釋放的,在天上也被釋放。”
19Reiñ a rin dit alc'houezioù rouantelezh an neñvoù: ar pezh a erei war an douar a vo ereet en neñvoù, hag ar pezh a zierei war an douar a vo diereet en neñvoù.
20於是耶穌吩咐門徒不可對人說他就是基督。
20Neuze e tifennas gwall start outo lavarout da zen e oa eñ ar C'hrist.
21耶穌預言受難及復活(可8:31~9:1;路9:22~27)從那時起,耶穌開始向門徒指出,他必須往耶路撒冷去,受長老、祭司長和經學家許多的苦害,並且被殺,第三天復活。
21Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d'e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras, ha ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz.
22彼得就把他拉到一邊,責怪他說:“主啊,千萬不可這樣,這事一定不會發生在你身上的。”
22Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren, o lavarout: Doue ra viro, Aotrou! Kement-se ne c'hoarvezo ket ganit.
23耶穌轉過來對彼得說:“撒但!退到我後面去!你是絆倒我的,因為你不思念 神的事,只思念人的事。”
23Met Jezuz, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur skouer fall out din, rak da soñjezonoù n'emaint ket war an traoù a sell ouzh Doue, met war an traoù a sell ouzh an dud.
24於是耶穌對門徒說:“如果有人願意跟從我,就當捨己,背起他的十字架來跟從我。
24Neuze Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.
25凡是想救自己生命的,必喪掉生命;但為我犧牲生命的,必得著生命。
25Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din, he saveteo.
26人若賺得全世界,卻賠上自己的生命,有甚麼好處呢?人還能用甚麼換回自己的生命呢?
26Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
27人子要在父的榮耀裡和眾天使一同降臨,那時他要照各人的行為報應各人。
27Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled; ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
28我實在告訴你們,站在這裡的,有人在沒有嘗過死味以前,必要看見人子帶著他的國降臨。”
28Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.