1O vezañ dastumet e zaouzek diskibl, Jezuz a roas dezho nerzh ha galloud war an holl diaoulien, ha da yac'haat ar c'hleñvedoù.
1差遣十二使徒(太10:5~15;可6:7~13)耶穌召齊十二門徒,給他們能力、權柄,制伏一切鬼魔,醫治各樣的疾病,
2Hag e kasas anezho da brezeg rouantelezh Doue, ha da yac'haat ar re glañv.
2差遣他們去宣講 神的國和醫治病人,
3Lavarout a reas dezho: Na zougit netra evit an hent, na bazh, na sac'h, na bara, nag arc'hant, ha n'ho pet ket daou wiskamant.
3對他們說:“不要帶著甚麼上路,不要帶手杖,不要帶口袋,不要帶食物,不要帶銀錢,也不要帶兩件衣服。
4E peseurt ti bennak ma'z eot, chomit ennañ betek ma'z eot kuit.
4無論進哪一家,就住在那裡,直到離開。
5Hag evit ar re na zegemerint ket ac'hanoc'h, o vont kuit eus o c'hêr, hejit ar poultr eus ho treid, e testeni a-enep an dud-se.
5凡不接待你們的,你們離開那城的時候,當把腳上的灰塵跺下去,作為反對他們的表示。”
6O vezañ aet kuit, ez ajent eus bourc'h e bourc'h, o prezeg an Aviel, hag o yac'haat ar re glañv e pep lec'h.
6於是他們就出去,走遍各鄉,傳講福音,到處醫治病人。
7Koulskoude, Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae Jezuz, ha ne ouie petra da soñjal, abalamour darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv,
7希律的困惑(太14:1~2;可6:14~16)分封王希律聽見所發生的一切事,猶豫不定,因為有人說:“約翰從死人中復活了。”
8re all e oa en em ziskouezet Elia, ha re all unan eus ar brofeded kozh a oa adsavet a varv.
8又有人說:“以利亞顯現了。”還有人說:“古時的一位先知復活了。”
9Herodez a lavare: Graet em eus troc'hañ e benn da Yann; met piv eo hemañ a glevan an hevelep traoù diwar e benn? Hag e c'hoantae gwelout anezhañ.
9希律說:“約翰已經斬頭了,但這是誰,我怎麼會聽到他這些事呢?”就設法要見他。
10An ebestel o vezañ distroet, a lavaras da Jezuz kement o devoa graet. O vezañ o c'hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec'h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida.
10給五千人吃飽的神蹟(太14:13~21;可6:30~44;約6:1~13)使徒們回來,把所作的事報告耶穌。他帶著他們,悄悄地退往伯賽大城去。
11Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias; Jezuz o degemeras hag a gomzas outo diwar-benn rouantelezh Doue; yac'haat a reas ivez ar re o devoa ezhomm da vezañ yac'haet.
11群眾知道了,也跟了去。他接待他們,向他們講論 神的國,醫好需要醫治的人。
12Evel ma'c'h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù hag er c'hêrioùigoù en-dro, da lojañ ha da brenañ boued, rak amañ emaomp en ul lec'h distro.
12天將晚的時候,十二門徒來到他跟前,說:“請解散眾人,好讓他們往周圍的田舍村莊,去找地方住,找東西吃,因為我們這裡是曠野。”
13Met eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag int a respontas: N'hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brenañ boued evit an holl bobl-mañ.
13他說:“你們給他們吃吧!”他們說:“我們所有的,不過是五個餅兩條魚,除非去為這些人另買食物。”
14Rak bez' e oant war-dro pemp mil den. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Lakait anezho da azezañ a renkoù a hanter-kant.
14原來男人就約有五千。他對門徒說:“叫他們一組一組地坐下,每組約五十人。”
15Hag e rejont evel-se, o lakajont holl da azezañ.
15門徒就照他的話,叫眾人坐下。
16Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sellout war-zu an neñv, e vennigas anezho, o zorras, hag o roas d'an diskibien, evit m'o rojent d'ar bobl.
16耶穌拿起這五個餅,兩條魚,望著天,祝謝了,擘開遞給門徒,擺在眾人面前。
17Debriñ a rejont holl hag o devoa a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemorantoù.
17他們都吃飽了,把剩下的零碎拾起來,裝滿了十二個籃子。
18C'hoarvezout a reas, evel ma pede e-unan, ha ma oa an diskibien gantañ, e c'houlennas outo: Piv a lavar an dud on-me?
18彼得承認耶穌是基督(太16:13~19;可8:27~29)有一次耶穌獨自祈禱的時候,只有門徒和他在一起。他問他們:“人說我是誰?”
19Int a respontas: Darn a lavar out Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded adsavet a varv.
19他們回答:“有人說是施洗的約翰,有人說是以利亞,還有人說是古時的一位先知復活了。”
20Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas: Te eo Krist Doue.
20他又問他們:“你們說我是誰?”彼得回答:“是 神的基督!”
21Met e tifennas gwall start outo lavarout kement-se da zen,
21耶穌預言受難及復活(太16:20~28;可8:30~9:1)耶穌鄭重地囑咐他們,不要把這事告訴人。
22hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, ha bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv an trede deiz.
22又說:“人子必須受許多苦,被長老、祭司長,和經學家棄絕、殺害,第三日復活。”
23Hag e lavaras d'an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.
23耶穌又對眾人說:“如果有人願意跟從我,就當捨己,天天背起他的十字架來跟從我。
24Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din, he saveteo.
24凡是想救自己生命的,必喪掉生命;但為我犧牲自己生命的,必救了生命。
25Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, mar en em zistrujfe, pe mar en em gollfe e-unan?
25人若賺得全世界,卻喪失自己,或賠上自己,有甚麼好處呢?
26Rak piv bennak en devo mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c'hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.
26凡是把我和我的道當作可恥的,人子在他與父並聖天使的榮耀裡降臨的時候,也必把他當作可恥的。
27Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue.
27我實在告訴你們,站在這裡的,有人在沒有嘗過死味以前必定要看見 神的國。”
28War-dro eizh devezh goude ar c'homzoù-se, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag a bignas war ur menez evit pediñ.
28在山上改變形象(太17:1~13;可9:2~8)說了這些話以後約有八天,耶穌帶著彼得、約翰和雅各,上山去禱告。
29E-pad ma pede, e zremm a droas a zoare, hag e zilhad a zeuas gwenn ha lugernus evel al luc'hed.
29正禱告的時候,他的面貌就改變了,衣服潔白發光。
30Ha setu daou zen a gomze gantañ; Moizez hag Elia e oant;
30忽然有兩個人和他談話,就是摩西和以利亞。
31en em ziskouezjont gant gloar, hag e komzjont eus e varv, a zlee bezañ graet e Jeruzalem.
31他們在榮光裡顯現,談論他去世的事,就是他在耶路撒冷將要完成的。
32Pêr hag ar re a oa gantañ o devoa kement a c'hoant kousket; pa zihunjont, e weljont e c'hloar hag an daou zen a oa gantañ.
32彼得和同伴都在打盹。醒過來之後,就看見他的榮光,並與他站在一起的那兩個人。
33Evel ma'z ae an dud-mañ kuit digant Jezuz, Pêr a lavaras dezhañ: Mestr, mat eo deomp chom amañ; greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia. Ne ouie ket mat petra a lavare.
33二人正要離開他的時候,彼得對耶穌說:“主啊,我們在這裡真好!我們可以搭三個帳棚,一個為你,一個為摩西,一個為以利亞。”他根本不知道自己在說甚麼。
34Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn d'o golo; hag evel ma c'holoe anezho, ar spont a grogas en diskibien.
34他說這話的時候,有一片雲彩籠罩他們,他們入了雲彩,門徒就害怕起來。
35Ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, selaouit eñ.
35有聲音從雲彩裡出來,說:“這是我的兒子,我所揀選的(“這是我的兒子,我所揀選的”有些抄本作“這是我的愛子”),你們要聽從他!”
36Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. E ziskibien a davas, ha ne lavarjont netra da zen, d'ar c'houlz-se, eus ar pezh o devoa gwelet.
36聲音過了,只見耶穌獨自在那裡。在那些日子,門徒保持緘默,不把所看見的告訴任何人。
37An deiz war-lerc'h, evel ma tiskennent eus ar menez, ur bobl vras a zeuas a-raok Jezuz.
37治好癲癇病的小孩(太17:14~18;可9:14~27)第二天,他們下了山,有一大群人迎面而來。
38Un den, a-douez an dud-se, a grias hag a lavaras: Mestr, me az ped, taol da zaoulagad war va mab, rak va mab nemetañ eo.
38在人群中有一個人喊叫說:“老師,求你憐憫我的兒子,因為他是我的獨生子。
39Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze ar spered a hej anezhañ start, en laka da eoniñ, hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl.
39你看,污靈一抓住他,他就忽然喊叫,並且抽瘋,口吐白沫;污靈又折磨糟踐他,不肯放過他。
40Hag em eus pedet da ziskibien d'e gas kuit, met n'o deus ket gallet.
40我求過你的門徒,把他趕出去,他們卻辦不到。”
41Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degas amañ da vab.
41耶穌說:“唉!這不信又乖謬的世代啊!我跟你們在一起,忍受你們,要到幾時呢?把你兒子帶到這裡來吧!”
42Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar, hag a zifretas start anezhañ; met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel, hag en roas d'e dad.
42那孩子正走過來的時候,污鬼把他摔倒,使他重重地抽瘋。耶穌斥責那污靈,把孩子醫好,交給他父親。
43Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d'e ziskibien:
43眾人都驚奇 神的大能。眾人還在希奇耶穌所作的這一切時,他對門徒說:
44Evidoc'h-hu, selaouit mat ar c'homzoù-mañ: Mab an den a zle bezañ lakaet etre daouarn an dud.
44第二次預言受難及復活(太17:22~23;可9:30~32)“你們要把這些話存在心裡:人子將要被交在人的手裡。”
45Met ne gomprenent ket ar gomz-se; teñval e oa evito, ha ne gomprenent enni netra, met ne gredent goulenn netra outañ war gement-se.
45門徒不明白這話,因為這話的意思是隱藏的,不讓他們明白,他們也不敢問。
46Neuze ur soñj a zeuas dezho, anavezout pehini anezho a vije ar brasañ.
46門徒爭論誰最大(太18:1~5;可9:33~40)後來,門徒起了意見,爭論誰是最大的。
47Jezuz, o welout soñj o c'halon, a gemeras ur bugel bihan, a lakaas anezhañ en e gichen,
47耶穌看出他們的心意,就領了一個小孩子來,叫他站在自己旁邊,
48hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset. Rak an hini ac'hanoc'h holl eo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
48對他們說:“凡因我的名接待這小孩子的,就是接待我;凡接待我的,就是接待那差我來的。誰是你們中間最小的,那人就是最大的。”
49Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour ne heul ket ac'hanomp.
49約翰說:“主,我們看見有一個人奉你的名趕鬼,就禁止他,因為他不和我們一起跟從你。”
50Jezuz a lavaras dezhañ: Na zifennit ket outañ; rak an neb n'emañ ket a-enep deomp, a zo evidomp.
50耶穌說:“不要禁止他,因為不反對你們的,就是贊成你們的。”
51Evel ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet diwar an douar, en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem.
51撒瑪利亞人不接待主耶穌被接上升的日子快到了,他就決意向耶路撒冷去,
52Kas a reas tud a-raok dezhañ; o vezañ aet, ec'h antrejont en ur vourc'h eus Samaria, evit kempenn ul lojeiz dezhañ.
52並且差遣使者走在前頭;他們去了,進入撒瑪利亞的一個村莊,要為他預備。
53Met ar re-mañ n'en degemerjont ket, abalamour ma'z ae war-zu Jeruzalem.
53那裡的人不接待他,因為他面向著耶路撒冷走。
54Jakez ha Yann, e ziskibien, o welout-se, a lavaras dezhañ: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ [evel ma reas Elia].
54他的門徒雅各、約翰看見了,就說:“主啊,你要我們吩咐火從天降下來,燒滅他們嗎?”
55Hogen Jezuz, o tistreiñ, a c'hourdrouzas anezho [hag a lavaras: N'ouzoc'h ket eus peseurt spered oc'h buhezet;
55耶穌就轉過身來,責備他們,
56rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o saveteiñ]. Hag ez ejont da ur vourc'h all.
56然後他們就往別的村莊去了。
57Evel ma oant en hent, un den a lavaras dezhañ: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, e kement lec'h ma'z i.
57要求跟從耶穌(太8:19~22)他們走路的時候,有一個人對他說:“你無論往哪裡去,我都要跟從你!”
58Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù, ha laboused an neñv neizhioù; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.
58耶穌說:“狐狸有洞,天空的飛鳥有窩,人子卻沒有棲身的地方。”
59Lavarout a reas da unan all: Heul ac'hanon. Hag hemañ a lavaras: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.
59他對另一個人說:“你跟從我吧!”那人說:“主啊,請准我先回去安葬我的父親吧。”
60Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.
60耶穌說:“讓死人去埋葬他們的死人,你應該去傳揚 神的國。”
61Unan all a lavaras dezhañ ivez: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, met lez ac'hanon da gentañ da vont da gimiadiñ diouzh ar re a zo em zi.
61又有一個人說:“主,我要跟從你,但容我先回去,向家人道別。”
62Jezuz a respontas dezhañ: An hini a laka e zorn war an arar hag a sell war e lerc'h, n'eo ket dereat evit rouantelezh Doue.
62耶穌說:“手扶著犁向後看的,不適合進 神的國。”