Breton: Gospels

Amharic: New Testament

John

15

1Me eo ar wir winienn, ha va Zad eo ar gwinier.
1እውነተኛ የወይን ግንድ እኔ ነኝ፤ ገበሬውም አባቴ ነው።
2Lemel a ra ac'hanon kement brank na zoug ket a frouezh; hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c'hoazh muioc'h a frouezh.
2ፍሬ የማያፈራውን በእኔ ያለውን ቅርንጫፍ ሁሉ ያስወግደዋል፤ ፍሬ የሚያፈራውንም ሁሉ አብዝቶ እንዲያፈራ ያጠራዋል።
3Dija oc'h-hu glan, abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h.
3እናንተ ስለ ነገርኋችሁ ቃል አሁን ንጹሐን ናችሁ፤
4Chomit ennon, hag e chomin ennoc'h. Evel na c'hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan, ma ne chom stag ouzh ar winienn, c'hwi ne c'hellot ket kennebeut ma ne chomit ket ennon.
4በእኔ ኑሩ እኔም በእናንተ። ቅርንጫፍ በወይኑ ግንድ ባይኖር ከራሱ ፍሬ ሊያፈራ እንዳይቻለው፥ እንዲሁ እናንተ ደግሞ በእኔ ባትኖሩ አትችሉም።
5Me eo ar winienn, ha c'hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha ma choman ennañ, a zoug kalz a frouezh; rak hepdon ne c'hellit ober netra.
5እኔ የወይን ግንድ ነኝ እናንተም ቅርንጫፎች ናችሁ። ያለ እኔ ምንም ልታደርጉ አትችሉምና በእኔ የሚኖር እኔም በእርሱ፥ እርሱ ብዙ ፍሬ ያፈራል።
6Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank, hag e sec'h; neuze e tastumer ar brankoù, o zaoler en tan hag e tevont.
6በእኔ የማይኖር ቢሆን እንደ ቅርንጫፍ ወደ ውጭ ይጣላል ይደርቅማል፤ እነርሱንም ሰብስበው ወደ እሳት ይጥሉአቸዋል፥ ያቃጥሉአቸውማል።
7Mar chomit ennon, ha mar chom va gerioù ennoc'h, c'hwi a c'houlenno ar pezh a fello deoc'h, hag ho po anezhañ.
7በእኔ ብትኖሩ ቃሎቼም በእናንተ ቢኖሩ የምትወዱትን ሁሉ ለምኑ ይሆንላችሁማል።
8Roet e vo gloar da'm Zad, mar dougit kalz a frouezh, ha c'hwi a vo va diskibien.
8ብዙ ፍሬ ብታፈሩና ደቀ መዛሙርቴ ብትሆኑ በዚህ አባቴ ይከበራል።
9Evel m'en deus an Tad va c'haret, me am eus ivez ho karet; chomit em c'harantez.
9አብ እንደ ወደደኝ እኔ ደግሞ ወደድኋችሁ፤ በፍቅሬ ኑሩ።
10Mar mirit va gourc'hemennoù, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoù va Zad, hag e choman en e garantez.
10እኔ የአባቴን ትእዛዝ እንደ ጠበቅሁ በፍቅሩም እንደምኖር፥ ትእዛዜን ብትጠብቁ በፍቅሬ ትኖራላችሁ።
11Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit ma chomo va levenez ennoc'h, ha ma vo ho levenez peurleuniet.
11ደስታዬም በእናንተ እንዲሆን ደስታችሁም እንዲፈጸም ይህን ነግሬአችኋለሁ።
12Va gourc'hemenn eo, ma en em garot an eil egile, evel ma em eus ho karet.
12እኔ እንደ ወደድኋችሁ እርስ በርሳችሁ ትዋደዱ ዘንድ ትእዛዜ ይህች ናት።
13Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.
13ነፍሱን ስለ ወዳጆቹ ከመስጠት ይልቅ ከዚህ የሚበልጥ ፍቅር ለማንም የለውም።
14C'hwi a vo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h.
14እኔ ያዘዝኋችሁን ሁሉ ብታደርጉ እናንተ ወዳጆቼ ናችሁ።
15N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kervel a ran mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.
15ከእንግዲህ ወዲህ ባሮች አልላችሁም፤ ባርያ ጌታው የሚያደርገውን አያውቅምና፤ ወዳጆች ግን ብያችኋለሁ፥ ከአባቴ የሰማሁትን ሁሉ ለእናንተ አስታውቄአችኋለሁና።
16N'eo ket c'hwi hoc'h eus va choazet, met me eo am eus ho choazet, hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot, ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, ha ma roio va Zad deoc'h ar pezh a c'houlennot outañ em anv.
16እኔ መረጥኋችሁ እንጂ እናንተ አልመረጣችሁኝም፤ አብም በስሜ የምትለምኑትን ሁሉ እንዲሰጣችሁ፥ ልትሄዱና ፍሬ ልታፈሩ ፍሬአችሁም ሊኖር ሾምኋችሁ።
17Ar pezh a c'hourc'hemennan deoc'h eo ma en em garot an eil egile.
17እርስ በርሳችሁ እንድትዋደዱ ይህን አዛችኋለሁ።
18Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit penaos en deus va c'hasaet a-raok deoc'h.
18ዓለም ቢጠላችሁ ከእናንተ በፊት እኔን እንደ ጠላኝ እወቁ።
19Mar bijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ; met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed, met ma em eus ho choazet er bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h.
19ከዓለምስ ብትሆኑ ዓለም የራሱ የሆነውን ይወድ ነበር፤ ነገር ግን እኔ ከዓለም መረጥኋችሁ እንጂ ከዓለም ስለ አይደላችሁ ስለዚህ ዓለም ይጠላችኋል።
20Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar mevel n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Mar o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h; mar o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini.
20ባርያ ከጌታው አይበልጥም ብዬ የነገርኋችሁን ቃል አስቡ። እኔን አሳደውኝ እንደ ሆኑ እናንተን ደግሞ ያሳድዱአችኋል፤ ቃሌን ጠብቀው እንደ ሆኑ ቃላችሁን ደግሞ ይጠብቃሉ።
21Met ober a raint deoc'h kement-se holl abalamour da'm anv, rak n'anavezont ket an hini en deus va c'haset.
21ዳሩ ግን የላከኝን አያውቁምና ይህን ሁሉ ሰለ ስሜ ያደርጉባችኋል።
22Ma ne vijen ket deuet, ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed.
22እኔ መጥቼ ባልነገርኋቸውስ ኃጢአት ባልሆነባቸውም ነበር፤ አሁን ግን ለኃጢአታቸው ምክንያት የላቸውም።
23An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad.
23እኔን የሚጠላ አባቴን ደግሞ ይጠላል።
24Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ o deus o gwelet, hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez.
24ሌላ ሰው ያላደረገውን ሥራ በመካከላቸው ባላደረግሁ፥ ኃጢአት ባልሆነባቸውም ነበር፤ አሁን ግን እኔንም አባቴንም አይተውማል ጠልተውማል።
25Met kement-se a zo evit ma vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg.
25ነገር ግን በሕጋቸው። በከንቱ ጠሉኝ ተብሎ የተጻፈው ቃል ይፈጸም ዘንድ ነው።
26Met pa vo deuet ar Frealzer, a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac'hanon.
26ዳሩ ግን እኔ ከአብ ዘንድ የምልክላችሁ አጽናኝ እርሱም ከአብ የሚወጣ የእውነት መንፈስ በመጣ ጊዜ፥ እርሱ ስለ እኔ ይመሰክራል፤
27Ha c'hwi ivez, c'hwi a roio testeni, abalamour m'emaoc'h ganin adalek ar penn-kentañ.
27እናንተም ደግሞ ከመጀመሪያ ከእኔ ጋር ኖራችኋልና ትመሰክራላችሁ።