1Jezuz a gomzas evel-se, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet; ro gloar da'z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,
1את אלה דבר ישוע וישא עיניו השמימה ויאמר אבי הנה באה השעה פאר את בנך למען גם בנך יפארך׃
2hervez ma ec'h eus roet dezhañ galloud war bep kig, evit ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezhañ.
2כאשר נתת לו השלטן על כל בשר למען יתן חיי עולמים לכל אשר נתת לו׃
3Hag ar vuhez peurbadus eo, ma'c'h anavezint ac'hanout, te, ar gwir Doue hepken, ha Jezuz-Krist, an hini ac'h eus kaset.
3ואלה הם חיי העולמים לדעת אתך אשר אתה לבדך אל אמת ואת ישוע המשיח אשר שלחת׃
4Roet em eus gloar dit war an douar; echuet em eus al labour az poa roet din d'ober.
4אני פארתיך בארץ כליתי פעלך אשר צויתני לעשות׃
5Ha bremañ, ro gloar din, Tad, ez kichen da-unan, eus ar gloar-se am boa tost ouzhit a-raok ma voe graet ar bed.
5ועתה פארני אתה אבי עמך בכבוד אשר היה לי עמך טרם היות העולם׃
6Disklêriet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed; dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da c'her.
6את שמך הודעתי לבני האדם אשר נתתם לי מתוך העולם לך היו ולי נתת אתם ואת דברך נצרו׃
7Anavezet o deus bremañ penaos kement ac'h eus roet din a zeu ac'hanout.
7ועתה ידעו כי כל אשר נתת לי מעמך הוא׃
8Rak roet em eus dezho ar gerioù ac'h eus roet din, hag o deus o degemeret, hag o deus anavezet e gwirionez on deuet ac'hanout, hag o deus kredet ec'h eus va c'haset.
8כי הדברים אשר נתת לי נתתי להם והם קבלום ויכירו באמת כי מעמך יצאתי ויאמינו כי אתה שלחתני׃
9Pediñ a ran evito, ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac'h eus roet din, abalamour ma'z int dit.
9אני בעדם אעתיר לך לא בעד העולם אעתיר כי אם בעד אלה אשר נתת לי כי לך המה׃
10Ha kement a zo din, a zo dit; hag ar pezh a zo dit, a zo din; hag enno e vez roet gloar din.
10וכל אשר לי לך הוא ושלך שלי ונתפארתי בהם׃
11Me n'on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, ha me a ya da'z kavout. Tad santel, mir ez anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan, eveldomp-ni.
11ואני אינני עוד בעולם והם בעולם המה ואני בא אליך אבי הקדוש נצר בשמך את אשר נתתם לי למען יהיו אחד כמנו׃
12E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho ez anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet.
12בהיותי עמהם בעולם אני נצרתי אתם בשמך את אשר נתתם לי שמרתי ולא אבד מהם איש זולתי בן האבדון למלאת דבר הכתוב׃
13Ha bremañ, me a ya da'z kavout, hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno.
13ועתה הנני בא אליך ואלה אני מדבר בעולם למען תמלא להם שמחתי בקרבם׃
14Roet em eus dezho da c'her, hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.
14אני נתתי להם את דברך והעולם שנא אתם יען כי לא מן העולם המה כאשר גם אנכי לא מן העולם אני׃
15Ne bedan ket ac'hanout d'o lemel eus ar bed, met d'o diwall diouzh an droug.
15ולא אעתיר לך אשר תקחם מן העולם רק שתצרם מן הרע׃
16N'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.
16מן העולם אינמו כאשר גם אנכי אינני מן העולם׃
17Santela anezho dre da wirionez; da c'her eo ar wirionez.
17קדש אתם באמתך דברך אמת הוא׃
18Evel ma ec'h eus va c'haset er bed, em eus ivez o c'haset er bed.
18כאשר אתה שלחת אתי אל העולם כן גם אני שלחתי אתם אל העולם׃
19Ha me en em santela va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet dre ar wirionez.
19והתקדשתי בעדם למען יהיו גם הם מקדשים באמת׃
20Ne bedan ket hepken evito, met ivez evit a re a gredo ennon dre o ger,
20אולם לא לבד בעד אלה אנכי מעתיר לך כי אם גם בעד המאמינים בי על פי דברם׃
21evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon o Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed eo te ac'h eus va c'haset.
21למען יהיו כלם אחד כאשר אתה אבי בי אתה ואני בך והיו גם המה בנו כאשר למען יאמין העולם כי אתה שלחתני׃
22Roet em eus dezho ar gloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan, evel ma'z omp ni unan,
22ואני נתתי להם את הכבוד אשר נתת לי למען יהיו אחד כאשר אנחנו אחד נחנו׃
23me enno, ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma'c'h anavezo ar bed ec'h eus va c'haset, hag e karez anezho evel ma ec'h eus va c'haret.
23אני בהם ואתה בי למען יהיו משלמים לאחד ולמען ידע העולם כי אתה שלחתני ואהבת אתם כאשר אהבתני׃
24Tad, me a fell din e vo ganin ar re ac'h eus roet din, el lec'h e vin, evit ma welint ar gloar ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed.
24אבי חפצתי כי גם הם אשר נתתם לי יהיו עמי באשר אהיה אני למען יחזו את כבודי אשר נתת לי כי אהבתני לפני מוסדות עולם׃
25Tad gwirion, ar bed n'en deus ket anavezet ac'hanout; met me am eus anavezet ac'hanout, hag ar re-mañ o deus anavezet eo te ac'h eus va c'haset.
25אבי הצדיק הן העולם לא ידעך ואני ידעתיך ואלה הכירו כי אתה שלחתני׃
26Hag em eus roet da anavezout dezho da anv, hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac'h eus bet evidon, ha ma vin ivez enno.
26ואני הודעתים את שמך ואוסיף להודיעם למען תהיה בם האהבה אשר אהבתני ואני אהיה בהם׃