1Evel ma oa Jezuz war aod lenn Genezared, ar bobl en em daole warnañ evit klevout ger Doue. 2Gwelout a reas div vag en tu all d'ar mor; ar besketaerien a oa diskennet hag a walc'he o rouedoù.3Pignat a reas en unan eus ar bagoù-se, hini a oa da Simon, hag e pedas anezhañ da bellaat un tamm diouzh an douar; o vezañ azezet, e kelenne ar bobl diwar ar vag.4P'en devoe paouezet da gomz, e lavaras da Simon: Kae a-raokoc'h en dour don, ha taolit ho rouedoù evit pesketa.5Simon a respontas dezhañ: Mestr, ni hon eus labouret e-pad an noz hep tapout netra; koulskoude, war da c'her, e taolin ar roued.6O vezañ en graet, e tapjont un niver bras a besked; evel ma torre o rouedoù,7e rejont sin d'o c'henvreudeur hag a oa er vag all, da zont d'o sikour. Dont a rejont hag e leugnjont an div vag, en hevelep doare ma'z aent d'ar foñs.8Simon Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d'an daoulin ouzh treid Jezuz, hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec'her on.9Rak ar spont a oa kroget ennañ hag en holl re a oa gantañ, abalamour d'ar pesketaerezh o devoa graet,10kenkoulz evel e Jakez ha Yann, mibien Zebedea, kenvreudeur da Simon. Neuze Jezuz a lavaras da Simon: Na'z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud.11Hag o vezañ degaset o bagoù d'an douar, e kuitajont pep tra, hag e heuilhjont anezhañ.12Evel ma oa en ur gêr eus Galilea, un den goloet a lovrentez, o vezañ gwelet Jezuz, en em strinkas war e c'henou ouzh an douar, hag en pedas, o lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.13Jezuz, oc'h astenn e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha kerkent al lovrentez a guitaas anezhañ.14Jezuz a zifennas outañ n'en lavarje da zen. Met kae, a lavaras dezhañ, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.15Ar vrud anezhañ en em skuilhe muioc'h-mui, ha kalz a dud en em zastume evit e glevout hag evit bezañ yac'haet gantañ eus o c'hleñvedoù.16Met eñ en em zalc'he a-du el lec'hioù distro, evit pediñ.17Un devezh ma kelenne, ha ma oa azezet eno farizianed ha doktored al lezenn deuet eus holl vourc'hioù Galilea, eus Judea hag eus Jeruzalem, galloud an Aotrou a oberie evit yac'haat ar re glañv.18Neuze e teuas tud a zouge war ur gwele un den seizet, hag e klaskent mont en ti hag e lakaat dirak Jezuz.19Pa ne ouient dre belec'h e gas e-barzh, abalamour d'ar bobl, e pignjont war an ti, hag en diskennjont dre an teol gant e wele, e-kreiz ar bobl, dirak Jezuz;20Eñ, o welout o feiz, a lavaras dezhañ: O den, da bec'hedoù a zo pardonet dit.21Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c'hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hemañ hag a wallgomz? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù, nemet Doue hepken?22Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Petra a c'hrozmolit en ho kalonoù?23Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha bale?24Met, evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-: Me en lavar dit, sav, doug da wele, ha kae da'z ti.25Ha raktal e savas dirazo, e tougas ar gwele ma oa gourvezet warnañ, hag ez eas d'e di, o reiñ gloar da Zoue.26Hag e voent holl souezhet bras, hag e roent gloar da Zoue; leuniet e voent a zoujañs hag e lavarent: Ni hon eus gwelet hiziv traoù burzhudus.27Goude-se, e teuas hag e welas ur publikan anvet Levi, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h.28Eñ, o kuitaat pep tra, a savas hag a heulias anezhañ.29Levi a reas ur fest vras en e di, hag un niver bras a bublikaned hag a dud all a oa ouzh taol ganto.30Ar re anezho a oa skribed ha farizianed a c'hrozmole hag a lavare d'e ziskibien: Perak e tebrit hag ec'h evit gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?31Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h eo ar re o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.32N'on ket deuet da c'hervel d'ar geuzidigezh ar re reizh, met ar bec'herien.33Lavarout a rejont ivez dezhañ: Perak e yun alies diskibien Yann hag e reont pedennoù, kenkoulz evel re ar farizianed, e-lec'h da re-te a zebr hag a ev?34Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a c'hell lakaat da yunañ mignoned ar pried, e-pad ma'z emañ ar pried ganto?35Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto; neuze e yunint, en deizioù-se.36Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak e freuzfe an hini nevez, hag an tamm kemeret eus an hini nevez n'en em rafe ket gant an hini kozh.37Den ne laka gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier kozh hag en em skuilhfe, hag ar seier a vefe kollet.38Met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez, [hag an daou en em vir a-unan].39Ha n'eus den a ev gwin kozh hag a c'houlenn gwin nevez, rak lavarout a ra: Gwell eo an hini kozh.