Breton: Gospels

Mark

13

1Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Mestr, sell pebezh mein, ha pebezh tiez!2Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.3Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a reas a-du ar goulenn-mañ outañ:4Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus o oberiañs nesañ?5Neuze Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h.6Rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tallint meur a hini.7Pa glevot komz eus brezelioù, ha brud eus brezelioù, na spontit ket; rak ret eo e teufe an traoù-se, met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin.8Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; ha bez' e vo krenoù-douar e meur a lec'h, ha naonegezhioù, ha trubuilhoù; an traoù-mañ a vo ar penn-kentañ eus ar gloazioù.9Met diwallit ouzhoc'h hoc'h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn, ho skourjezañ a raint en o sinagogennoù, ha mont a reot dirak an ouarnerien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo.10Met ret eo e vefe da gentañ prezeget an Aviel d'an holl bobloù.11Pa gasint ac'hanoc'h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout, ha na brederit ket anezhañ; met lavarit ar pezh a vo roet deoc'h war an eur-se; rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met ar Spered-Santel.12Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel; ar vugale en em savo a-enep o zud, hag o lakaint d'ar marv.13Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet.14Pa welot an euzhusted eus ar glac'har, [m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi,] deuet el lec'h ne dle ket bezañ (ra gompreno an neb a lenn), neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù,15hag an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket en ti, ha n'aio ket ennañ da gemer un dra bennak eus e di,16hag an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e vantell.17Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se!18Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goañv.19Rak bez' e vo en deizioù-se an hevelep glac'har, ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ, n'en deus ket bet, ha ne vo biken eveltañ.20Ha ma n'en divije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet; met abalamour d'ar re dibabet en deus o berraet.21Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe aze, na gredit ket.22Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ memes ar re dibabet, ma vije gallet.23Bezit war evezh eta; setu, em eus lavaret holl deoc'h a-raok.24En deizioù-se, goude ar glac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn,25ar stered a gouezho eus an oabl, hag ar galloudoù a zo en neñv a vo brañsellet.26Neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ar c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras;27hag e kaso e aeled, da zastum e re dibabet eus ar pevar avel, adalek pennoù pell an douar betek pennoù pellañ an neñv.28Deskit dre barabolenn ar wezenn-fiez: pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, ec'h anavezit eo tost an hañv;29evel-se ivez, pa welot kement-se oc'h erruout, gouezit Mab an den a zo tost, hag ouzh an nor.30Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se.31An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.32Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.33Bezit war evezh, chomit dihun ha pedit; rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se.34Bez' e vo evel un den a ya e beaj, a lez e di, a ro ar gundu anezhañ d'e vevelien, o lakaat da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier bezañ dihun.35Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, pe d'an abardaez, pe da hanternoz, pe da gan ar c'hilhog, pe diouzh ar beure,36gant aon na zeufe en un taol, ha n'ho kavfe kousket.37Dre-se, ar pezh a lavaran, a lavaran deoc'h holl: Chomit dihun.