1序言(參徒1:1)尊敬的提阿非羅先生,因為有許多人,已經把在我們中間成就了的事,
1Kalz o vezañ kemeret ar garg da skrivañ istor an traoù c'hoarvezet, hag anavezet mat evit bezañ gwir en hon touez,
2按照起初親眼看見的傳道人所傳給我們的,編著成書;
2hervez m'o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentañ, hag a zo bet ministred ar Ger,
3我已經把這些事從頭考查過,認為也應該按著次序寫給你,
3kredet em eus ivez, Teofil mat-meurbet, e tleen o skrivañ dit dre urzh, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl, gant evezh,
4讓你曉得所學到的道理,都是確實的。
4evit ma'c'h anavezi ar wirionez diwar-benn ar pezh a zo bet desket dit.
5天使預言施洗約翰出生猶太王希律在位的日子,亞比雅班裡有一個祭司,名叫撒迦利亞,他妻子是亞倫的後代,名叫以利沙伯。
5En amzer Herodez, roue Judea, e oa ur beleg anvet Zakaria, eus lignez Abia; e wreg a oa eus lignez Aaron, hag en em c'halve Elizabed.
6他們在 神面前都是義人,遵行主的一切誡命規條,無可指摘,
6Reizh e oant o-daou dirak an Aotrou, hag e heulient holl gourc'hemennoù hag urzhioù an Aotrou, en un doare divlam.
7只是沒有孩子,因為以利沙伯不生育,二人又都上了年紀。
7N'o devoa ket a vugale, rak Elizabed a oa gaonac'h, hag o-daou, e oant aet war an oad.
8有一次,撒迦利亞在 神面前按著班次執行祭司的職務,
8Erruout a reas, evel ma rae Zakaria e garg a veleg dirak Doue, hervez urzh e dro,
9照祭司的慣例抽中了籤,進入主的聖殿燒香。
9ma voe galvet dre ar sord, hervez giz ar velegiezh, da vont e-barzh templ an Aotrou, evit deviñ an ezañs.
10燒香的時候,眾人都在外面祈禱。
10An holl bobl a oa er-maez o pediñ, d'an eur ma teved an ezañs.
11有主的使者站在香壇右邊,向他顯現。
11Neuze un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ en e sav, en tu dehou da aoter an ezañs.
12撒迦利亞一見就驚慌起來,十分害怕。
12Zakaria, o welout anezhañ, a voe trubuilhet, hag ar spont a grogas ennañ.
13天使說:“撒迦利亞,不要怕,因為你的祈求已蒙垂聽,你妻子以利沙伯要給你生一個兒子,你要給他起名叫約翰。
13Met an ael a lavaras dezhañ: Zakaria, na'z pez ket aon, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elizabed a c'hano dit ur mab, hag e roi dezhañ an anv a Yann.
14你必歡喜快樂,許多人因他出生,也必喜樂。
14Bez' e vo evidout un abeg a joa hag a laouenidigezh, ha kalz en em laouenaio eus e c'hanedigezh.
15他在主面前要被尊為大,淡酒濃酒都不喝,未出母腹就被聖靈充滿。
15Rak bras e vo dirak an Aotrou; n'evo na gwin, nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm;
16他要使許多以色列人轉向主他們的 神。
16distreiñ a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue,
17他必有以利亞的靈和能力,行在主的前面,叫父親的心轉向兒女,叫悖逆的轉向義人的意念,為主安排那預備好了的人民。”
17hag e valeo dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale, hag ar re disentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d'an Aotrou ur bobl tuet mat.
18撒迦利亞對天使說:“我怎麼能知道這事呢?我已經老了,我妻子也上了年紀。”
18Zakaria a lavaras d'an ael: A betra ec'h anavezin kement-se? Rak me a zo kozh, ha va gwreg a zo aet war an oad?
19天使回答:“我是站在 神面前的加百列,奉差遣向你說話,報給你這好消息。
19An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue; degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c'heloù mat-mañ.
20看吧!到了時候我的話必要應驗;因為你不信我的話,你必成為啞巴,直到這些事成就的那一天,才能說話。”
20Ha setu, te a ya da vezañ mut, ha ne c'helli ken komz, betek an deiz ma c'hoarvezo an traoù-mañ, abalamour ne'c'h eus ket kredet da'm c'homzoù, hag a erruo en o amzer.
21眾人等候撒迦利亞;因他在聖殿裡遲遲不出來,覺得奇怪。
21Koulskoude, ar bobl a c'hortoze Zakaria, hag a oa souezhet ma talee en templ.
22等到他出來,卻不能講話,竟成了啞巴,不斷地向他們打手式,他們就知道他在聖殿裡見了異象。
22Pa voe deuet er-maez, ne c'helle ket komz outo, hag ec'h anavezjont en devoa bet ur welidigezh en templ, rak dre sinoù en roe da gompren dezho; hag e chomas mut.
23供職的日子滿了,他就回家去。
23Pa voe echuet deizioù e garg, ez eas d'e di.
24過了幾天,他妻子以利沙伯懷了孕,隱藏了五個月,說:
24Un nebeut amzer goude, Elizabed, e wreg, en em gavas dougerez, hag en em guzhas e-pad pemp miz, o lavarout:
25“主在眷顧的日子,這樣看待我,要把我在人間的羞恥除掉。”
25Evel-se eo, en deus graet an Aotrou em c'heñver en deizioù-mañ, m'en deus sellet ouzhin, evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud.
26天使預言耶穌降生到了第六個月,天使加百列奉 神差遣,往加利利的拿撒勒城去,
26Er c'hwec'hvet miz, Doue a gasas an ael Gabriel en ur gêr a C'halilea galvet Nazared,
27到了一個童貞女那裡,她已經和大衛家一個名叫約瑟的人訂了婚,童貞女的名字是馬利亞。
27d'ur werc'hez a zlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David; ar werc'hez-se a oa anvet Mari.
28天使進去,對她說:“恭喜!蒙大恩的女子,主與你同在!”
28An ael, o vezañ aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te a zo bet resevet en gras, an Aotrou a zo ganit. [Benniget out e-touez ar gwragez.]
29她卻因這話驚慌起來,反覆思想這樣祝賀是甚麼意思。
29O vezañ gwelet an ael, e voe trubuilhet gant e gomzoù, hag e soñje enni ec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezañ.
30天使說:“馬利亞,不要怕!因你已從 神那裡蒙了恩。
30Neuze an ael a lavaras dezhi: Mari, na'z pez ket aon, rak kavet ec'h eus gras dirak Doue.
31你將懷孕生子,要給他起名叫耶穌。
31Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab, hag e c'halvi e anv Jezuz.
32他將要被尊為大,稱為至高者的兒子,主 神要把他祖大衛的王位賜給他,
32Bras e vo, hag e vo galvet mab an Uhelañ-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad.
33他要作王統治雅各家,直到永遠,他的國沒有窮盡。”
33Ren a raio da virviken war diegezh Jakob, hag e ren n'en devo ken a fin.
34馬利亞對天使說:“我還沒有出嫁,怎能有這事呢?”
34Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet?
35天使回答:“聖靈要臨到你,至高者的能力要覆庇你,因此那將要出生的聖者,必稱為 神的兒子。
35An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout, ha galloud an Uhelañ-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud; dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue.
36你看,你親戚以利沙伯,被稱為不生育的,在老年也懷了男胎,現在已是第六個月了,
36Ha setu, Elizabed da geniterv a zoug ivez ur mab en he c'hozhni, hag hemañ eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h.
37因為在 神沒有一件事是不可能的。”
37Rak n'eus netra dibosupl da Zoue.
38馬利亞說:“我是主的婢女,願照你的話成就在我身上!”天使就離開她去了。
38Ha Mari a lavaras: Setu servijerez an Aotrou, ra vo graet din hervez da gomz. Hag an ael a bellaas diouti.
39馬利亞往見以利沙伯後來,馬利亞就起身,急忙向山地去,來到猶大的一座城,
39Neuze Mari a savas, hag a yeas buan da vro ar menezioù, en ur gêr eus Bro-Juda,
40進了撒迦利亞的家,向以利沙伯問安。
40hag, o vezañ aet e ti Zakaria, e saludas Elizabed.
41以利沙伯一聽見馬利亞的問安,腹中的胎兒就跳動,以利沙伯也被聖靈充滿,
41Kerkent ha ma klevas Elizabed Salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof; hag Elizabed a voe leuniet eus ar Spered-Santel.
42就高聲說:“你在女子中是有福的!你腹中的胎兒也是有福的!
42Hag o sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez, ha benniget eo frouezh da gof.
43我主的母親竟然到我這裡來。這事怎會臨到我呢?
43A-belec'h e teu kement-mañ din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon?
44你看,你問安的聲音一進我的耳朵,我腹中的胎兒就歡喜跳躍。
44Rak mouezh da salud n'he deus ket kentoc'h skoet va divskouarn, m'en deus ar bugel bihan tridet gant levenez em c'hof.
45這相信主傳給她的話必要成就的女子是有福的。”
45Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.
46馬利亞尊主為大(參撒上2:1~10)馬利亞說:“我心尊主為大,
46Neuze Mari a lavaras: Va ene a veul an Aotrou,
47我靈以 神我的救主為樂,
47ha va spered en em laouena e Doue va Salver,
48因為他垂顧他使女的卑微,看哪!今後萬代都要稱我為有福。
48abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ, e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,
49全能者為我行了大事,他的名為聖;
49rak an Holl-C'halloudek en deus graet traoù bras din; e anv a zo santel,
50他的憐憫世世代代歸與敬畏他的人。
50hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ.
51他用膀臂施展大能,驅散心裡妄想的狂傲人。
51Diskouezet en deus nerzh e vrec'h; stlabezet en deus ar soñjezonoù a rae ar re lorc'hus en o c'halon.
52他使有權能的失位,叫卑微的升高,
52Didronet en deus ar re c'halloudek, ha savet en deus ar re vihan.
53讓飢餓的得飽美食,使富足的空手回去。
53Leuniet en deus a vadoù a re o devoa naon, ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.
54他扶助了他的僕人以色列,為要記念他的憐憫,
54Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez,
55正如他向我們列祖所說的,恩待亞伯拉罕和他的後裔,直到永遠。”
55evel m'en devoa e lavaret d'hon tadoù, da Abraham ha d'e lignez da viken.
56馬利亞和以利沙伯同住約有三個月,就回家去了。
56Mari a chomas gant Elizabed war-dro tri miz; neuze e tistroas d'he zi.
57施洗約翰出生以利沙伯的產期到了,生了一個兒子。
57Neuze, amzer Elizabed o vezañ deuet, e c'hanas ur mab.
58鄰里親戚,聽見主向她大施憐憫,都和她一同歡樂。
58He amezeien hag he c'herent, o vezañ anavezet penaos en devoa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c'heñver, en em laouenajont ganti.
59到了第八天,他們來給孩子行割禮,要照他父親的名字,叫他撒迦利亞。
59O vezañ deuet an eizhvet deiz evit amdroc'hañ ar bugel, e c'halvjont anezhañ Zakaria, eus anv e dad.
60但他母親說:“不可,要叫他約翰。”
60Met e vamm, o kemer ar gomz, a lavaras: Nann, met Yann e vo galvet.
61他們說:“你親族裡沒有叫這名字的。”
61Hag e lavarjont dezhi: N'eus den ez kerentiezh hag a zo galvet eus an anv-se.
62他們就向孩子的父親打手式,看他要叫他甚麼。
62Neuze e c'houlennjont dre sin ouzh e dad penaos e felle dezhañ e vije galvet.
63他要了一塊寫字版,寫上說:“他的名字是約翰。”眾人都希奇。
63Zakaria, o vezañ goulennet taolennoùigoù, a skrivas ar gerioù-mañ: Yann eo e anv. Hag an holl a voe souezhet.
64撒迦利亞的口舌立刻開了,就出聲稱頌 神。
64Kerkent e c'henou a zigoras, e deod a ziereas, hag e komze en ur veuliñ Doue.
65住在周圍的人都害怕,這一切事傳遍了整個猶太山地,
65O holl amezeien a voe leuniet a spont, hag an holl draoù-mañ en em vrude dre holl venezioù Judea.
66凡聽見的就把這些事放在心裡,說:“這孩子將會成為怎樣的人呢?因為主的手與他同在。”
66An holl re o c'hleve, o mire en o c'halon, hag e lavarent: Petra eta e vo ar bugel bihan-se? Ha dorn an Aotrou a oa warnañ.
67撒迦利亞的預言他的父親撒迦利亞被聖靈充滿,預言說:
67Neuze Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel, hag e tiouganas, o lavarout:
68“主,以色列的 神,是應當稱頌的,因他眷顧自己的子民,施行救贖,
68Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre ma'z eo deuet da welout ha da zasprenañ e bobl,
69在他僕人大衛家中,為我們興起救恩的角,
69hag abalamour m'en deus savet deomp ur Salver Galloudek e tiegezh David e servijer,
70正如主自古以來藉聖先知口中所說的,
70evel m'en devoa lavaret dre c'henou e brofeded santel, abaoe penn-kentañ ar bed,
71救我們脫離仇敵,和恨我們的人的手;
71dre m'en deus hor saveteet a zaouarn hon enebourien, hag eus dorn an holl re a gasae ac'hanomp,
72向我們列祖施憐憫,記念他的聖約,
72evit ober trugarez e-keñver hon tadoù, o kaout soñj eus e emglev santel,
73就是他對我們祖先亞伯拉罕所起的誓,
73eus al le en devoa graet da Abraham hon tad,
74把我們從仇敵手中救拔出來,叫我們可以坦然無懼,用聖潔公義,在他面前一生一世敬拜他。
74penaos, o vezañ hon tennet eus dorn hon enebourien, e roje deomp da servijañ anezhañ hep aon,
75
75er santelezh hag er reizhder dirazañ e-pad holl deizioù hor buhez.
76孩子啊,你要稱為至高者的先知,因為你要行在主的面前,預備他的路,
76Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhelañ-Meurbet; rak te a gerzho dirak dremm an Aotrou, evit kempenn e hentoù,
77使他的子民,因罪得赦,就知道救恩。
77evit reiñ anaoudegezh ar silvidigezh d'e bobl dre pardon eus o fec'hedoù,
78因我們 神的憐憫,使清晨的陽光從高天臨到我們,
78dre garantez trugarezus hon Doue; drezi, ar sav-heol eus an nec'h en deus hor gwelet,
79光照那坐在黑暗中死蔭裡的人,引導我們的腳,走上平安的路。”
79evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv, hag evit ren hor c'hammedoù e hent ar peoc'h.
80這孩子漸漸長大,心靈健壯,住在曠野,直到他在以色列人中公開露面的日子。
80Ar bugel bihan a greske hag en em greñvae er spered; hag e chomas el lec'hioù distro betek an deiz ma tlee bezañ diskouezet da Israel.