1占星家朝拜耶穌希律王執政的時候,耶穌生在猶太的伯利恆。那時,有幾個占星家從東方來到耶路撒冷,
1Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem, en ur lavarout:
2說:“那生下來作猶太人的王的在哪裡?我們看見他的星出現,特來朝拜他。”
2Pelec'h emañ an hini a zo ganet da roue d'ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol, ha deuet omp d'e azeuliñ.
3希律王聽見了就心裡不安,全耶路撒冷的居民也是這樣。
3Pa glevas ar roue Herodez kement-se, e voe trubuilhet, hag holl Jeruzalem gantañ.
4他就召集所有的祭司長和民間的經學家,問他們基督應該生在哪裡。
4O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee bezañ ganet ar C'hrist.
5他們回答:“在猶太的伯利恆。因為有先知在經上這樣說:
5Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea; rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed:
6‘猶大地的伯利恆啊!你在猶大的領袖中,並不是最小的,因為必有一位領袖從你那裡出來,牧養我的子民以色列。’”
6Ha te, Betlehem, douar Judea, n'out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Judea; rak ac'hanout eo, e teuio ur penn a reno va fobl Israel.
7希律暗中把占星家召來,仔細查問他們,那顆星甚麼時候出現,
7Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c'houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn dezho.
8然後派他們到伯利恆去,說:“你們去細心尋訪那小孩,找到了就向我報告,好叫我也去拜他。”
8Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It, ha goulennit gant preder pelec'h emañ ar bugel bihan-se; ha pa ho po e gavet, roit din da anavezout, evit ma'z in me ivez d'e azeuliñ.
9他們聽命去了。他們在東方看見的那顆星,忽然在他們前頭,領他們到那小孩所在的地方,就在上頭停住了。
9Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit; ha setu, ar steredenn o devoa gwelet er sav-heol, a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d'ul lec'h ma oa ar bugel bihan.
10他們看見那顆星,歡喜極了;
10Pa weljont ar steredenn, e voe karget o c'halonoù gant levenez.
11進了房子,看見小孩和他母親馬利亞,就俯伏拜他,並且打開寶盒,把黃金、乳香、沒藥作禮物獻給他。
11O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ; ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
12後來他們在夢中得著指示不要回到希律那裡去,就從別的路回鄉去了。
12O vezañ bet aliet gant Doue, dre un huñvre, ne zistrojont ket da gavout Herodez; mont a rejont d'o bro dre un hent all.
13逃往埃及他們走了以後,主的使者在夢中向約瑟顯現,說:“起來,帶著孩子和他母親逃到埃及去,留在那裡,直到我再指示你,因為希律要尋找這孩子,把他殺掉。”
13Goude ma oant aet kuit, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef, dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit; rak Herodez a glasko ar bugel evit e lakaat d'ar marv.
14約瑟就起來,連夜帶著孩子和他母親往埃及去,
14Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt.
15住在那裡,直到希律死了,為的是要應驗主藉先知所說的:“我從埃及召我的兒子出來。”
15Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa an Aotrou lavaret dre ar profed: Galvet em eus va mab eus Ejipt.
16屠殺嬰孩希律見自己被占星家愚弄了,就大怒,於是照著他從占星家所問得的日子,下令把伯利恆和附近地方,兩歲以下的小孩全都殺死。
16Neuze Herodez, o welout o devoa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras, hag a gasas da lazhañ an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, e Betlehem hag en e vro a-bezh, hervez an amzer en devoa goulennet gant preder digant ar vajed.
17這就應驗了耶利米先知所說的:
17Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia:
18“在拉瑪聽見有聲音,是痛哭、極大哀號的聲音;拉結為她的兒女哀哭,不肯受安慰,因為他們都不在了。”
18Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras: Rachel o ouelañ he bugale; ne fellas ket dezhi bezañ dic'hlac'haret, abalamour n'emaint mui.
19從埃及回來希律死後,在埃及,主的使者在夢中向約瑟顯現,
19Goude marv Herodez, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt, dre un huñvre, o lavarout:
20說:“那些要殺害這孩子的人已經死了。起來,帶著孩子和他母親回以色列地去吧。”
20Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha distro da vro-Israel, rak ar re a glaske ar bugel evit e lazhañ, a zo marv.
21約瑟就起來,帶著小孩子和他母親回到以色列地。
21Hemañ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel hag e vamm, hag a zeuas e bro-Israel.
22只是聽見亞基老接續他父親希律作了猶太王,他就不敢到猶太地去;又在夢中得了指示,於是往加利利境去,
22Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en devoe aon da vont di; o vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea.
23來到拿撒勒城住下,這樣就應驗了先知所說的:“他必稱為拿撒勒人。”
23Chom a reas en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.