聖經新譯本

Breton: Gospels

Matthew

3

1施洗約翰(可1:3~8;路3:2~17;約1:19~28)那時,施洗的約翰出來,在猶太的曠野傳道,
1En deizioù-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout:
2說:“天國近了,你們應當悔改。”
2Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
3以賽亞先知所說:“在曠野有呼喊者的聲音:‘預備主的道,修直他的路!’”就是指著這約翰說的。
3Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù.
4約翰身穿駱駝毛的衣服,腰束皮帶,吃的是蝗蟲和野蜜。
4Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
5耶路撒冷、猶太全地和約旦河一帶的人都出來到他那裡去,
5An dud eus Jeruzalem, eus an holl Judea hag eus an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout,
6承認自己的罪,在約旦河裡受了他的洗。
6hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan.
7約翰看見許多法利賽人和撒都該人也來受他的洗,就對他們說:“毒蛇所生的啊,誰指示你們逃避那將要來的忿怒呢?
7Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont?
8應當結出果子來,與悔改的心相稱。
8Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh,
9你們心裡不要以為:‘我們有亞伯拉罕作我們的祖宗。’我告訴你們, 神能從這些石頭中給亞伯拉罕興起後裔來。
9ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham.
10現在斧頭已經放在樹根上,所有不結好果子的樹,就砍下來,丟在火裡。
10Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.
11我用水給你們施洗,表示你們悔改;但在我以後要來的那一位,能力比我更大,我就是替他提鞋也沒有資格。他要用聖靈與火給你們施洗。
11Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
12他手裡拿著簸箕,要揚淨麥場,把麥子收進倉裡,卻用不滅的火把糠秕燒盡。”
12E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
13耶穌受洗(可1:9~11;路3:21~22)那時,耶穌從加利利來到約旦河約翰那裡,要受他的洗。
13Neuze, Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan, da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ.
14約翰想要阻止他,說:“我應該受你的洗,你卻到我這裡來嗎?”
14Met Yann ne felle ket dezhañ e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout?
15耶穌回答:“暫且這樣作吧。我們理當這樣履行全部的義。”於是約翰答應了他。
15Jezuz, en ur respont, a lavaras dezhañ: Na harz ket-se bremañ; rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze eñ a lezas d'ober.
16耶穌受了洗,立刻從水中上來;忽然,天為他開了,他看見 神的靈,好像鴿子降下來,落在他身上;
16Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.
17又有聲音從天上來,說:“這是我的愛子,我所喜悅的。”
17Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.